Eskemmoù get skolajidi DIWAN Gwened


Aterset get Eflamm Louis ha Liam Cuvelier ( Gwener 30 / 03 ; 10h50

Petra eo pal ho peaj davet Haiti ?

- Pal ar veaj a zo sikour get bugale ha tud Haiti da vout emren. Kaset e vo gran ha gouelioù dezhe ha c’hoarioù ha dafar-skol evit ar vugale.

Penaos emañ bet argantaet ar raktres-se ?

- Sikouret omp get get ar rannvro, an departamant, hag ivez « Produit en Bretagne »

Ha moaien e vez bleniiñ ar vag ha kousket àr-un-dro ?

- Ya, ur « blenier otomatek »a oa get ar vag. Mes pezh’zo, torret eo bet d’ar 25 a viz Meurzh, neuze e vo ret da bep unan ac’hanomp gober e « gard » da gas ar vag. Skuizhus eo ur sort.

Petra ’zo d’ober àr ar vag ?

- Ret eo derc’hel get an hent, « ar c’hap sud-ouest », Alejiñ boued, kempenn ar vag. Ur bochad traoù munut a zo d’ober

Petra eo istoer ar vag ?

- Ur vag pesketa a oa ar vag-se, betak 1950 eh ae da besketa Ligistri betak Maoritania.

Ar wezh kentañ deoc’h sevel ur veaj sort geti ?

- Pas, bet on bet e Benin met get ur vag brasoc’h.

Penaos emañ bet savet ar bare martoloded ?

- Graet em boa anaoudegezh gete er c’hab-glas da gours ur veaj dengar

Atersadenn (06/04/2012)

5vet Klas

N’ho peus ket bet re a gudennoù betak bremañ ?

Nann, n’hon eus ket bet re a gudennoù betak bremañ, ken nemet get ar c’heflusker e Las Palmas. Atav e chom 2000 km deomp e-raok arru get ar Gwadeloup.

Ha preniñ a rit boued pa arsavit àr an inizi ?

Prenet zo bet frouezh ha legumaj, boued fresk. Kar n’eus ket netra etre inizi Kanaria hag ar Gwadeloup.

Ha lec’h ho peus bet da besketa ?

Ya, pesketaet e vez ur bochad. Un « dorad » a zo bet tapet deomp.

Atersadenn ( 27/04)

Petra’zo pasaet a-c’houde ar bellgomzadenn ziwezhañ ?

Er Gwadeloup eh oamp, 6 deiz evit labourat àr-dro ar vag, en arbenn ma oa bet torret ar c’heflusker e-kreiz ar Meurvor Atlantel.

Aet eo kuit Nikolaz ar c’heginour, perak ?

Ur postel en deus bet a-berzh ur plac’h a c’houlenne getoñ ma c’hellehe donet d’he gwelet...un istoer karantez.

Arsavet oc’h bet e « l’île aux vaches » ?

Ya « lîle aux vaches » a zo just ker bras èl ar Gerveur. A-hend-arall e vez brav Ar gwadeloup, stumm ur bobelan d’an enezenn. D’ar c’hreistez ne vez ken nemet manezioù, get ur manez-tan « la Soufrière ». D’ar Lein ne vez manez ebet.


Pennad Kazetenn
Buhez war ur vag

Autres articles




SPIP | Kevreañ | Steuñv al lec’hienn | Heuliañ buhez al lec’hienn RSS 2.0